Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —

eun dra n’am oa ket gwelet en eur dont, ouz be Rachel. Henvel eo ouz eun tiik. Mar komzan dioutan eo ’balamour en em doug eno bemde Judevien ’vit gouelan, ’vit hirvoudi war o stad truezuz. « Deut eo hon Mesiaz, eme-int, deut eo hon Zalver, ha n’hon deuz ket ansavet anean ! » Hag e lennont Hirvoudou ar profet Jeremi, ’n eur hijal o fenn ha ’n eur stokan ’nean ouz ar voger. Na dalv ket ar boan d’imp, avad, mont breman da welet o ardo : en Jeruzalem o reont kement all ha kaeroc’h c’hoaz, bep gwener ha bep sadorn. Eno ’c’h efomp d’o c’hæ, ha beteg en o zouez.


————