Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 144 —

Dic’haouerez ; da laret eo en em unanont a spered gant an Itron Varia evit dic’haoui Jezuz o Zalver deuz an dismeganz a ve græt d’ean en Sakramant an Auter. Evit se, en em eilont, diou ho diou, hag e chomont eun heur da bedi dirak an Hosti santel. Ouz o gwelet gant eur ouel wenn, e larfe an nen daou æl diskennet euz an Neñvo.

Kent kwitaat o chapel e kanomp eur c’hantik savet gant unan anê evidomp. Eur c’han kaer eo, ennan komzo a *zere ouzimp : goulen a reomp digant kalon Jezuz ma telc’ho da garout Frans ha mac’h ankouao ar boan greet d’ean gant he bugale. Me ’gred e vo silaouet hon feden, dreist-holl, ma kemer lod enni an holl Fransizien a vag c’hoaz en o c’hreiz karante ’vit o Doue ha karante ’vit o Mamm-Vro.


————