Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 139 —

d’an toull, eur stereden arc’hant, skrivet warni en lizerenno latin : « Hic de Virgine Maria Christus natus est », da laret eo : « Aman eo bet ganet ar C’hrist gant ar Werc’hez Vari. »

Ar C’hresianed a zeuaz a-benn, emichans, da lemel auter ar C’hinivelez digant al Latined. Ha petra o deuz i græt, nemet tennan hini ha hini, amzer hag amzer, an tacho a stage ar stereden : lemel anei a-grenn o devoa c’hoant d’ober.