Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —

Er blavez triwæc’h kant trizek ha tri-ugent, ’vel kent, e taulaz ple al Latined ne chome ken nemet tri dach. Larout a rejont d’ar C’hresianed paouez ; ar re-man, ’vit-se, drouk enne, a oall-gasaz pemp Tad fransezad.

Mak-Mahon, a oa neuze penn-rener ar Republik, en Bro-C’hall, en em glemmaz d’ar Sultan ; hag, aboue, eur zoudard turk en em dalc’h, noz de, ’barz ar Gleuzen zantel evit evesaat ha harz ar C’hresianed da beurdistagan ar stereden.

Poaniuz eo d’in skrivan ha d’am lennerien lenn treo diboell evelse diwar-benn ar Gleuzen zantel, e-læc’h treo da frealzi ha da zederaat ar galon. A drugare Doue, pa ’ver aman, na chom ket pell ar spered da zonjal er C’hresianed hag en o ardo.

Red eo d’ean mont da heuilh ar galon a zo goneet gant eur zonj all, ar zonj euz ar pez a zo c’hoarveet en Betleem breman ’zo naontek kant vla.

Mar plij kement d’ar Gristenien gouelio an Nedelek a digas d’ê ar zonj euz madelez dispar o Zalver, mar plij kement d’ê, epad an oferen hanter-noz, en em dougen a spered da graouik ar Mabik Jezuz, petra ’ta a dleomp-ni santout en hon c’halon pa welomp gant daoulagad hon c’horf al læc’h m’eo ganet ennan Mab Doue, pa stokomp outan hon daouarn, pa bokomp d’ean gant hon *diweuz ! C’hoant hon defe da laret ’vel sant Per war ar mene Tabor « O ! aman eo brao bean ! »

Petra bennag eo kempennet kaer ar Gleuzen zantel. Bolzet eo deuz kroec’h ha gwisket penn-da-benn gant marbr da gentan, ha, goude, gant eur gwiad amiant an euz roet Mak-Mahon er blavez 1873.