a yeaz d’e zikour hag en em lakaz ’n o zav war ar vinz evit diskoel e oa d’ê. Koustet ’n euz d’ê, eur wech ouspenn, na blegan ket ; ruilhet an euz eur wech ouspenn o goad evit difenn *gwirio ar Gatoliked war al læc’hio santel. Koustet an euz ive d’ar C’hresianed noazout oute : kondaonet int bet gant ar pacha da bæan an digoll ha, da c’hortoz, e zo bet laket meur a hini anê en disheol.
Ar gentel-ze, emichans, na harzo ket anê da hadkrigi gant o zroio disleal ha vil pa gavfont an tu : a-viskoaz ec’h int bet techet d’al laeronsi ha d’an drubarderez.
Ha, dre-holl, ec’h int an hevelep re.
En Betleem o deuz c’hoariet o reuz evel en Jeruzalem, bete ’barz al læc’h m’eo ganet ennan hon Zalver.
Pan erruomp, goude bean treuzed keur ar C’hresianed, ’barz ar Gleuzen zantel, ec’h omp dirag auter ar C’hinivelez. Dindan an daulen war lein e zo, raz d’an douar, eun daulen varbr a zo en he c’hreiz eun toullik rond a c’heller lakat ennan an dorn, E-kenver an toull-ze eo ganet ar Mabik Jezuz. Hag, evit delc’hel sonj a ze, e stagaz al Latined, bean ’zo meur a gantved, en dro