Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 137 —

d’imp pa dremenjomp dre geur Iliz-Veur ar C’hinivelez. « Bet eo laeret ar c’heur-man gant ar C’hresianed, breman ’zo tri-ugent ’la, hag int o deuz savet evit se ar voger a welet aze. Dre aman, koulskoude, e tle al Latined tremen evit mont euz o iliz-parrouz d’ar Gleuzen zantel. Evit o harz da dremen, na gredaz ket al laeron stoufan an nor ; ledan ’rejont diraki, avad, eur *balen vraz a c’holoe al leur a-bez. Herve doare ober ar vro-man, ze ’oa laret d’al Latined : « Aman eo d’in hepken ! » Er Siri, neb a c’hall golo eul læc’h bennak, pe rei d’ean eun taul skubelen, a dremen ’vit bean perc’hen d’al læc’h-ze. Petra ’reaz neuze menec’h Sant-Fransez ? Gant sizailho e teujont, an noz war-lerc’h, da grennan ar balen, kement ha digeri eun hent. Pa daulaz ple ar C’hresianed, e savaz drouk enne. Petra, ’vit-se, o dije græt ? Ar *gwir a oa eneb d’ê. Na larjont netra, hag aboue o deuz lezet ganimp frankiz da dremen aman. » Setu petra a laraz d’imp an Tad Fransezad. »

Poan ’moa neuze o kredi ze : ken iskiz hen kaven ! Ar pez ’zo c’hoarveet aboue, ar bevared a viz du 1901, war leur-rauk iliz ar Be Santel, en Jeruzalem, a diskoue d’in na gleven nemet ar wirione. Pevarzek manac’h euz a urz Sant-Fransez a zo bet brevet ha gouliet an de-ze, ’vel oaned heb difenn, gant mein braz a daule warne ar venec’h c’hresian. Hag abalamour da betra ? Dre m’an nevoa unan anê, herve ar c’hiz bet a-viskoaz, skubet ar *vinz a gas, a ziavez d’an iliz, da chapel ar Franked. Ar beure-ze e fellaz d’ar C’hresianed harz ar skuber d’ober e labour, war digare e skube o zra-i. E vreudeur, ’vit-se,