Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 136 —

naontek kant ’la : lakat Mab Doue da dont war an douar ! Hag, a-greiz kalon, pa dalc’han Anean etre ma daouarn, e laran trugare d’ean da vean roet d’an disteran euz e zervijerien eur galloud ken enoruz.

Laret ganin ma oferen, e leinan evel ar belerined all e ti Sant-Franseziz ha, dioustu goude, d’an oferen bred. An oferen hanter-noz a ganer, evel noz an Nedelek, ha war an ton braz, gant *avieler hag *abostoler : gant eur brezegen ive. An darn-vuian ac’hanomp a renk chom ’n o zav, o vean n’eo ket frank aoalc’h al læc’h war ar skaonio bet digaset evidomp en Iliz ; rak, dre aman, n’euz na kador na skabel en ilizo ; pa ve skwiz au dud war o daoulin pe en o zav, e kluchont war ar pave.

Ar bautred a ve en eun tu, hag ar merc’hed en tu-all evel ma welomp breman, e traou an iliz, bugale Breudeur ar Skolio Kristen ha bugale C’hoarezed a Garante. N’am euz ket ezom da laret ec’h unan ar re-man o mouezik fresk gant hon hini pa ganomp kantiko : gout ouzont ar gallek.


————


III


Iliz-veur ar C’hinivelez : sizailh ; skubelen ; goad ru.


Breman ’n em lodennomp etre hon ambrougerien *hegarad evit mont da Gleuzen ar C’hinivelez.

N’ankouain biken ar pez a gleviz hon hini o laret