Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/153

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 135 —

leur ar marc’had, e lak anomp da zisken ouz dor iliz Santez-Katel. Savet eo ho-man e-kichen iliz-veur ar C’hinivelez. Hi a dalv da iliz parrouz d’al Latined, o vean na n’eo ket d’ê an Iliz-Veur, Gwir eo na n’eo ket d’ar C’hresianed kennebeut : d’an Turked eo, a lez anei evel m’eman, da laret eo, en dishirit. N’eo ket enni, eta, e c’hellin ofernian. N’am euz ket ezom, kennebeut da vont da Gleuzen ar C’hinivelez da glask eun auter ; eman ive etre daouarn ar C’hresianed.

Chom a ran, eta, en iliz Santez-Katel a zo dalc’het gant Sant-Franseziz. Unan euz ar re-man a ra d’in disken ’barz eur gleuzen an euz bevet enni gwech-all sant Jerom, hag eno e laran ma oferen. Ha n’am euz ket a boan o telc’hel ma spered a-gær gant ma c’halon. *Koun a deu d’in, da vare ar goureo, ec’h adran ar pez a reaz an Itron Varia, damdost d’al læc’h-man, breman ’zo