hag a zo deut d’hen *azeuli. O digemer a ra, n’eo ket ebarz ar marchosi, mes en hostaliri a oa e-kichen : marvad, e oa bet true outan ’benn neuze hag e oa bet kemeret eno gant e vamm hag e dad mager.
Goude bean kinniget d’ean o frofo e tistroaz ar rouane d’ar gær ; n’eo ket, avad, dre an hent a oant deut drezan ; eun æl a laraz d’ê mont dre eun hent all, e-læc’h mont da adkavout Herodez, roue ar Judevien, a felle d’ean, hep gout d’ê, lakat ar Mesiaz d’ar maro.
Ni a ra breman an hent a reaz ar Rouane ’n eur vont da Vetleem. Gant nebeutoc’h a boan avad ; rag an hent braz n’eo digor nemet aboue daou ’la ’zo, aboue m’eo bet Gwilherm an Eil, impalaer an Alemagn, oc’h ober e belerinaj.
N’hon deuz ket, ’vel nevoa ar Rouane, eur stereden da ziskouel d’imp en pe læc’h, en kærik Vetleem, e oe ganet ar Mabik Jezuz. Mes n’omp ket nec’het evit se : al læc’h-ze eo kalon ha bue ar gærik ; kement den a ziavez a ya di, ec’h eo evit hen gwelet.
Rener hon goetur hen goar rez mad. Setu perak, goude bean tremenet eur ru enk ha digompez, ha treuzet