o zo d’ac’h hirie eur Zalver, ar C’hrist hoc’h Autro, en kær David. Ha setu aman penauz e c’hallfet hen anaout : kaout a refet eur bugel en eur c’hraou, eur vailhuren en dro d’ean. » Ha kerkent en em ziskoueaz en dro d’an æl-man eur bagad æle all a veule Doue hag a gane : « Gloar da Zoue e lein an neñvo ha peuc’h war an douar d’an dud a volonte vad ! »
Pa oe æt an æle e-kwit, e lavaraz ar vesaerien an eil d’egile : « Eomp bete Betleem ha gwelomp petra a dalv ar c’helo a zo bet embannet d’imp a-beurz au Autro. » Mont a rejont dioustu hag e kavjont pep tra ’vel m’an nevoa laret an æl.
Hag int da chom estlammet. Ken braz all e oa estlamm kæriz pa glevchont ar vesaerien o veuli Doue hag oc’h embann ar burzud. ’Pez a lake ’nê, dreist-holl, da vean souezet a oa ar stad izel an nevoa dibabet ar Mesiaz evit dont war an douar ; kaout ’vit mamm eur baourez, genel en eur c’hraou, gelvel, da gentan, pevien evit dont d’hen *azeuli, kement-se ’oa dreist o spered ! Na ouient ket c’hoaz, an dud kæz, e felle d’hon Zalver yac’haat klenvejo hon ine. ’C’hanta ! unan anê hag unan euz ar re oasan, daoust ha n’eo ket ar garante direiz a stag anomp ouz mado an douar ? Setu perak, da c’hortoz meuli ar baourante a galon, en em lak Jezuz, adalek ar mare kentan euz e vue, e-kreiz ar baourante an ezommekan, hag e ped, da gentan, da dont davetan, ar re baouran euz an dud, ar re a blij d’ean ar muian.
O ! læc’h a zo ive en kalon ar Mabik Jezuz evit ar re binvik. Ober a ra ive ar gwellan digemer d’an tri Roue, an deuz galvet deuz bro ar Zav-heol gant eur stereden
4*