Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 132 —

Gortozet eo ive gant a holl Judevien ha, mar ouije tud Betleem pe sort bugel eo, ec’h ajent d’hen kerc’hat hag hen lakjent ebarz ar c’haeran euz o zier hag en tomman euz o c’havello : neuze e stoujent d’an douar dirakan d’hen *azeuli. Rak ar Mesiaz eo, da laret eo ar Zalver a zo bet prometet d’o zad kentan Adam, adprometet d’o Fatriarc’hed ha *diouganet gant o Frofeted. Mar geo gwir vap da Vari, n’eo ket gwir vab da Josef, o vean mac’h eo Map da Zoue, Doue e-unan, kemeret gantan, nao miz ’zo, eur c’horf evel hon hini, en korf dinam ar Werc’hez Vari.

Mes den e-bed en Betleem na oar ze hag ar bugel-Doue n’an euz evit gwele nemet eun tammik plouz hag evit hen tomman nemet alan al loened mad a zell outan gant daoulagad leun a zousder.

Koulskoude, ’benn eun nebeudik amzer, ec’h erru. en kraou ar mabik Jezuz, mesaerien, war o divræc’h oaned bihan, pe en o daouarn kinnigo a bep sort. Rei a reont d’e dud ar pez o deuz digaset gante ha neuze e taoulinont dirakan evit ansav ec’h eo Heñ o Mestr hag o C’hrouer.

Daoust penauz eo digoueet d’ê gouzout e oa ganet o Mesias ? Evel-hen eo bet kont gante. E oant gant o deñved en eur park a weler en eun draouien, eun hanter-leo euz Betleem, pa glevjont a-greiz an noz eun drouz dudiuz ha pa weljont eur sklerijen gaer o tarzan en dro d’ê. Krenan ’rænt gant an aon. *Hogen, eun æl en em ziskoueaz d’ê hag a lavaraz d’ê a-beurz Doue : « N’ho pezit ket a aon, emean. Rag deut on da zigas d’ac’h eur c’helo a levenez a laouennao ar bobl a-bez, Ganet