Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —

Enni e chome Izaï, e dad, ha tost d’ei e oa oc’h evesaat deñved pac’h eaz ar profet Samuel d’hen kaout ha da skuilh warnan oleo sakr ar rouane : kement-ze ’roe d’ean da c’hout e oa dibabet evit bean roue war Israel, pobl an Autro Doue.

Da vil hanter kant vla goude, e kreiz ar goanv, pa oa an noz o kouean war Vetleem, ec’h errue enni daou veajour, eur pautr hag eur plac’h, o zeblante bean daou bried.

Goulen a rejont lojan evel diavezourien, hag i, koulskoude, euz kær David : dont a rænt evit rei o hano d’an hini a rene Betleem a-beurz August, impalaer ar Romaned. Heman, a felle d’ean gouzout ar bla-ze ped a dud a zente outan, an evoa gourc’hemennet da bep-hini euz e zujidi mont d’ar gær a oa e dado o chom enni ha lakat eno e hano.

Hon daou ziavezour a deue euz a Nazaret. Marvad eo o stum a reaz d’ê bean digemeret fall ebarz an hoslalerio a c’houljont digor enne ; dre-holl e vije laret d’ê na oa ket a blas, petra bennag e weled e tlee ar wreg hep dale genel eur bugelik.

Glac’haret braz e oant ha skorn a ræ hag erc’h a gouee.

Red mad e oa d’ê, eta, en em dennan en eul læc’h goasked bennag, daoust pegen dister e vije. Mont a rejont, gant-se, en eun toull kleuzet dindan eur roc’hel, tost d’eun hostaleri : ar gleuzen-ze a dalvee da graou ’vit al loened digased gant an dremenidi. Etre eun azen hag eun ejen en em lak, gwellikan ma hellont, Jozef ha Mari, hag eno, da hanter-noz, e teu war an douar ar bugel a oant o c’hortoz.