Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —

e vefen c’hoaz war ar vatimant ? Tremen a ra ze d’in ’benn eur pennadik ha na zantan ken netra pa diskennan ’vit kemer ma læc’h ’barz unan euz ar goeturio a dle dougen anomp da Vetleem.

Darn all a ya di war droad, darn all war varc’h pe war azen, darn all zoken, ar re yaouankan, war gezek houarn : an Dr Fauvel, hon medesin, an euz kemeret eun azen, ha stad vraz a zo ennan. Mes ober ’rey al loen e benn fall : n’ei ket war rauk ha mont a rei kentoc’h e-souz, nemet pa vo skoet warnan a daulio baz gant ar « moukr », da laret eo gant an toucher : an dibr zoken a zo lausk ha bosenned. ’Benn ec’h arruo an Doktor er gær, e vo eun true hen gwelet : ’n em gignet en evo hag ar goad an evo treuzet e vrago lien gwenn.

Ni a ra buhanoc’h ha diboan en hon goetur an diou leo a zo etre Jeruzalem ha Betleem.

War hon hent e kavomp kalz a dud a zo o tont d’ar marc’had, *kanvaled gant an darnvuian anê : unan euz al loened a doug etre e diou dorten eur men hir kompouezet en hevelep doare ma na gouezo na war eun tu na war egile. An Arabed a ra holl eun diskwiz e-kichen kouent gresian Sant-Eli : rag eno ’zo eur feunteun a gemeront dour diouti gant eur grogilhen a zo stag ouz eur chadennik.

Ac’hane e welomp Betleem azeet en krab eur run, e kreiz liorzo goloet a *winienno hag a we figez.

Eur gærik eo, kalz bihanoc’h evit Gwengamp, ha kazi kement a dud enni ; n’eo ket eta frank gante al lojeiz. A-viskoaz eo bet eur gær dister, ha, koulskoude, eur gær vrudet a viskoaz, da vihanan ’boue ar roue David.