Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/140

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —

ne oant ket en kær Jeruzalem nag an eil nag egile : ar c’halvar ’oa eun dosennik a bigned warni dioustu pa vije æt an nen e-mæz a gær dre dor ar Justis : eno ’vije lemet o bue digant ar re a vije bet barnet d’ar maro. Setu perak e tigoueaz da groaz Jezus bean plantet eno.

Aboue, eo bet diskaret mogerio koz Jeruzalem ha hadzavet kalz pelloc’h war du ar c’huz-heol ha war du an hanter-noz : gant se, eman breman ar mene Kalvar diabarz kær. Savet ’zo bet, ’uz d’ean ha ’uz d’ar Be Santel, gant hon zado koz, ar c’hroazeged, eun iliz a doug breman hano ar Be hepken, iliz Ar Be Santel.

Miret eo bet enni, avad, al læc’hio sakr evel ma oant amzer hon Zalver. Dre ze, ’vit mont d’ar chapel a zo e læc’h ma oa bet savet e groaz, a renker krapet eur *vinz a zo enni pemzek pe c’hwezek pazen.

N’eo ket hep eur galonad ive en em gavan eno : eur beden a geu hag a dic’haou ’vit ma fec’hejo ha pec’hejo Bro-C’hall, eur beden a garante d’eur Zalver an euz teurveet, gant a vad ec’h eo, skuilh e oad evid hon goalc’hi euz hon fec’hejo hag hon lakaat da blijout adarre d’an Au. Doue, c’hwel aze ar beden a zav neuze euz ma c’halon hag a ya bete ma *diweuz. Oh ! pa vin distro en Breiz, pa dremenin a-biou d’ar c’hroajo a gaver e pep korn euz ma Bro vinniget, gant pebez fe, lemet ganin ma zok ha græt ganin sin ar Groaz, e larin-me ar beden gaer am euz disket a vihanik :

Me ho salud, kroaz vinniget,
Ha kement kroaz a zo er bed,
’Balamour d’hon Zalver binniget,
’Zo bet war ar groaz krusifiet.