Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 121 —

adarre herve e lavar : setu peadra d’azean hon esper. Penegwir en deuz kwitaet ar vue hag adkemeret anei evit talveout d’imp ar vue da viken hag an evurusted peurbaduz, ec’h omp, eta, karet gantan dreist muzul : ha setu peadra d’*enaoui hon c’harante.

O ma Jezuz, græt ma talc’ho ar *mennozio frealzuz-ze da sklerijenni ma spered ha d’intanan ma c’halon a-hed ma bue, evel ma rejont dirak ho Pe santel !

Græt ive ma tremenfont en spered hag en kalon ma lennerien, evit eünan ha nerzan ’nê epad ar vue-man hag o lakat da c’honid ar vue-all. Evel-se bezet græt !

Setu penauz e pedan, daoulinet dirak ar Be Santel ha pleget ganin ma fenn ’uz d’ean. Pan on hadsavet, e lakan ma dorn, dre eun toull bihan, da stokan roc’h beo ar c’hao : eun norik a stouf an toull-ze, eun norik a ve dibrennet gant eur belek gresian.


————
V


War ar mene Kalvar. — Pelæc’h ha penauz eo bet kavet ar Groaz Zantel.


Achu ganin gweladen ar Be Sakr, ec’h an da daoulinan war ar Mene Kalvar. Eman er memez iliz, tost da doull an nor. Etre ar be hag heñ e c’hell bean eun tregont metr bennag. Gwech all goz, amzer hon Zalver,