Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/138

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —

Fransez ha genidik euz Bro-C’hall. N’eo ket diæz d’ean kavout hent hon c’halono : peurdeneraat a ra ’nê ha, pac’h eomp goude, hini ha hini, ’barz ar chapelik, evit poket d’ar Be Santel, e tiver an daelo euz hon daoulagad ; daelo a levenez, avad, ec’h int. An daulen-varbr a stokomp outi hon *diweuz, eo harpet warni, ’vel war eur men-korn, fe, spi ha karante ar c’hristen. Warni eo bet astennet korf maro Jezuz, paket en eul linsel, hag, en-dro d’ean, liammo bet soubet en eol c’houez-vad. Penegwir eo deut da hadvevan heñ e-unan, an dried de, ec’h eo trec’h Jezuz d’ar maro, na bleg, koulskoude, ouz den : Mab Doue ’c’h eo ha Doue e-unan, evel ma lare bean, ha gwir eo e lezenn : setu eur harp evit hon fe. Penegwir na reomp gantan, herve e lavar, nemet eur c’horf, evel an izili gant ar penn, e hellomp hen heuilh hag e vefomp adbueet gantan de ar varn divezan,