Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 119 —

evel kemenerien war o zorchen, hag i o diviz an eil gant egile, en eur jechan war o « nargile ». An hano-ze a rer euz eur c’horn-butun, ec’h an da esât diskouel ar stum iskiz anean. Græt eo gant eur voutailh, he deuz eur fonz ledan hag eur gouk moan ha hir. Hanter-leun eo a zour, louzo c’houez-vad ennan. War he geno eur fornik, a dev enni taer pe beder c’hlaouen, a dizec’h ar butun bet gleblet hag hen lak da vogedi. Ar moged a ve laket da gouean war an dour hag, ac’hane, e ve jechet dre duelenno hir ha pleguz, a gas anean betek geno ar vutunerien. Gwelet butunat er c’hiz-ze en eul læc’h ken santel a sko eun taul em c’halon.

Mes ar c’hiz a zo ar c’hiz.

Ha neuze buhan ec’h ankouaomp kement-se. Setu dindan hon daoulagad men ar balzamerez : warnan ’oa bet astennet korf hon Zalver, evit rei d’ean eur gwisk eol-balzam hag evit hen lieni. Eur pok a roomp d’ean, ’vel m’eo dleet, ha neuze ec’h eomp eün d’ar Be Santel.

En em vodan ’reomp endro d’ar Be, dindan eur volz, henvel ouz toen eur forn ha sklerijenned deuz kroec’h : ledan eo, penegwir e pouez war ugent pilhier. Er c’hreiz, eur chapelik græt gant marbr moug a c’holo ar be ec’h eo bet ennan korf sakr hon Zalver, lod a dri de. Pevar gantolor uhel-uhel ha d’ê eur palefas a ledander, a diskoue pelæc’h eman an nor da vont ebarz ; ken izel eo ken e renker plegan penn da dremen dindani.

N’efomp ket ebarz dioustu : Pan eo erru ar c’honsul gant e daou « gavas »(daou zoudard turk a digor d’ean an hent gant peb a benn-baz arc’hantet), e selaouomp eur brezegen kalonek a ra d’imp eun Tad euz urz sant