Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —
(da laret eo d’ar Gatoliked), lod d’ar C’hresianed (kristenien dianket), ha lod d’an Armeniaded (kristenien dianket-all), n’hell ket unan euz an tri berc’hen rei ’neb læc’h eun taul morzol, eun taul hepken, na zoken eun taul skubelen, hep *autreadur an daou-all ; setu perag e chom an treo en iliz er memez doare, « ’vel emaint emaint », herve lavar ar pacha, a displij d’ean lakat an tri berc’hen d’en em glevet.
Pa digoue d’unan lakat e bao war *wirio egile (ar C’hresianed, an drubarded ’zo anê, a zo techet d’hen ober), neuze eun ofiser turk a deu da reizan en treo etreze, C’hwel ’nean aze, ’kichen toull an nor, en diabarz an iliz ha, gantan, tri pe bevar zoudard ; azeet int