Au. Auzepy, a zo karget a-beurz ar gouarnamant da rei harp ha skoazel, n’eo ket hepken d’ar Fransizien a zo en Bro-Siri, d’an holl gatoliked eo ive, n’euz forz euz a be vro ec’h int. Eman ouz e brenestr, heñ hag autrone all, o sellet anomp o tremen : bremazonn e teuio davedomp d’iliz-veur ar Be Santel ha na vo ket ’vit ar wech divezan : ’keit ha ma chomfomp en Jeruzalem, e plijo d’ean ’n em gavout aliez en hon zouez.
Setu ni o tremen dindan dor Jaffa, a zo toullet ’kichen tour ar roue David : ec’h omp breman, da wir, en kær Jeruzalem. Diou pe daer ru moan ha kamm, da zisken enne ’vel en eur pazinier, a gavomp da gentan hag, en o goude, eul leur-vein a dreuzer arauk arruout ouz an nor-dal. Eman diragomp breman iliz ar Be Santel, da vihanan eun tu anei, rag n’haller ket he gwelet a-bez, o vean m’eo stag ouz lojeiz-all. Eun ær goz he deuz ha koz eo en gwirione, pan eo bet savet breman zo eiz kant vla gant ar vrezellerien gristen. He diavez ha dreist-holl he diabarz a diskoe he deuz goall ezom da vean dresed ; mes, o vean mac’h eo lod anei d’al Latined