Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —

felle d’ean kas di eun dra bennag evit enori an Itron Varia, e vamm. Dalc’h-mad e ve o klask an tu d’ober ze, daoust pegement a hallfe ze koustout d’e yalc’h. Breman ’zo daou ’la, e ræ lakat war dal uhel chapel neve kolaj Gwengamp eur pikol skeuden botin a weler a-bell o lugerni gant he gwiskamant gwenn, skeuden ar Werc’hez dinam. Ar bla-man, ’vit e dro Jeruzalem, en deuz græt gwean eur banniel sei wenn, d’ean eur c’hempen deread war an daou du : war eun tu, *ardamez iliz an Itron Varia Wir Zikour, a ro da c’hout ec’h eo breman eun iliz-rouanez ; war an tu-all eun nebeut girio, skrivet gant lizerenno alaouret, a diskoue pe de eo bet stoket ar banniel ouz be hon Zalver.

Dleet oa d’e berc’hen e dougen, mes c’hoant gantan d’ober enor ha plijadur da belerined Lannuon, an Au. Neumager an noa laket ’nean etre o daouarn. Ouz gwelet an Au. Normand hag an An. Chareton o tougen ’nean ’vel daou zoudard kalonek, e seblant d’in gwelet daou euz ar varc’heien goz distroet a-neve war an douar.

Da wir, ’boue amzer ar c’hroazadeier, n’o deuz ket gwelet tud Jeruzalem tri c’hant pautr o tont, war eun dro, en o c’hær gant kement a zevosion. Goude m’ eo pleustret braz ru Jaffa, e tremenomp enni hep kaout skoilh en læc’h ebed, hag ive hep klevet eur harzaden fæuz pe eur gomz direiz. Aman na rer goap gwech ebed ouz ar re a bed ’n eur stum pe stum ha muioc’h a frankiz a ro an Turked d’ar prosisiono ’vit na roer d’ê en meur a gær euz ar broio kristen.

Tremen a reomp a-biou d’eun ti ec’h eo stignet outan an drapo a dri liou : ti « konsul » Frans eo, ti an