Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 115 —

vont ’barz ar Gær Zantel ’vel ’n euz da zistrei d’ar gær eur Breizad a vo bet eur pennad divroet. Petra bennag Jeruzalem en em zant an holl gristenien enni ’vel er gær. Pep-hini ac’hanomp a hell laret : « Aman an euz bet skuilhet Mab Doue e oad evit am frenan : bean ’m euz eta ma lod ’barz an douar a zo bet santelaet ha goestlet da Zoue gant ar goad-ze ! »

Kristenien Frans, dreist-holl, o deuz *gwirio war ar gær-man, rag i, muioc’h evit ar re-all, ec’h eo bet ruziet Jeruzalem gant ar goad a red en o goazio : nag a hini euz o zado koz o deuz kollet enni o bue ’vit he difenn !

Ni na deuomp ket aman da ober brezel evelte na da lemel be Hon Zalver digant an dud dife.

Nan ! n’hon deuz d’ober nemet eun dra : pedi ! Pedi evidomp hon-unan, pedi evit hon c’herent, hon mignoned hag hon madoberourien, pedi, dreist-holl, evit Frans, hon Bro garet. Euz he feurz ec’h omp deut aman ’vit goulen digant an Au. Doue ma vo græt e *youl santel penn-da-benn gant hec’h holl bugale.

Fe, pedi ’reomp euz hon gwellan, ’n eur dostaat da dor kær : pedi a-spered hag a galon. A c’heno ive : rak kanan ’reomp holl war eun dro.

Hon daoulagad zoken hon zikour da bedi, rag gwelet a reont a uz d’imp seiz pe eiz banniel a digas sonj da bep-hini euz ar gær, euz e iliz pe euz e vreuriez. An hini a ra ar muian a vad d’in sellet outi eo hini an Itron Varia Wir Zikour, patronez kær Wengamp. Neve-flamm eo, bet græt n’euz ket c’hoaz daou viz, evit bean douget ha binniget en Jeruzalem : Eur gavaden adarre græt gant an Au. Louiz Neumager. Pa deue heñ di da belerinan, e