Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —

fred eo gwelet penauz e servijer anean. Pemzek pe c’hwezek kloarek yaouank, enne danve leaned, a zo karget euz ze : o zello *aketuz a goue dre holl, ’vit na vanko netra en læc’h e-bed.

Bepred int seder : mar gint skwiz, ober ’reont diouz hen koach. Ha skwiz, a dra zur, e tleont bean a-wejo ; rak int ive, da vihanan darn dioute, a dle ambroug ar belerined du-man ha du-hont, bep-hini gant e strollad, ’vel eur pautr araug, ha displegan d’imp doare pep tra. Daou pe dri anê war ar marc’had, a gavo c’hoaz amzer aoalc’h evit skrivan eur zon bennak a vo kanet d’imp bep noz, goude koan.

Hini ’bed anê, siouaz ! na oar hon brezonek. N’int ket evit lenn ’pez a skrivan aman. Koulskoude e vefen diannaoudek mar na gouefe ket aman evite euz ma fluen ar gir « trugare ! »


————


III


War eun dro ’trezek ar Be Santel. — Banniel Gwengamp. — *Kannad Frans.


Goude meren n’hon deuz netra d’ober nemet diskwizan betek peder heur hanter. Neuze en em lakomp war diou regen, unan a bep tu d’an hent hag ec’h eomp ’trezek ar Be Santel. Oh ! gant pebez levenez ! ’Vit tanva ’nei hon deuz græt eur veaj ken hir ! Hast am euz da