Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 113 —

Mahomet. Ha, koulskoude, e rer gwin dre aman. An hini a evomp a zo euz Bethleem, gwin hag a zav d’ar penn. — « Gwin treitour, eme an tad Bailly ; dioallet dioutan, laket dour ennan ; pe anez o c’hoario d’ac’h ouspenn eun dro. »

Ya ! danve ’zo ennan ’vel na gaver ket er gwin a evomp en Breiz ; mes, c’hoaz eur wech, n’eo ket an evaj nag an debraj a lak stad ennomp pa vemp aman ouz taul. Kement-man eo : epad ar prejo, ar re a zo ouz ar memez bro en em gav unanet evel breudeur ; rak na n’euz nemet eur bevanz evit an holl ha bep-hini en em lak ouz taul ’læc’h ma kar. Eun dudi ’vo evidomp kauzeal etrezomp Breiziz euz ’pez hon devo gwelet pe glevet ’raug ar pred. Nag a wech ive, o Breiz karet, o tigoueo d’imp komz neuze ac’hanoc’h hag euz ho pugale, dreist-holl euz ar re a dougomp e kreiz hon c’halon hag hon deuz lezet er gær ! Gwengamp, Lannuon, Plounerin ha Lanrodek, ho hanoio, ouspenn eur wech, an euz bet nijet a-uz da daul Itron-Varia-Frans !

’Pez c’hoaz hag a lak anomp da gavout gwelloc’h hon