Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —

labouret gant *aked. Savet eo e giz an Europ, nemet e zo warni eul leur doen evit dastum an dour glao.

N’eo ket c’hoaz peurachuet : gortoz a rer evit se ma teuio aluzenno a-beurz ar belerined ’vel e zo deut evit sevel ar pez a zo græt.

Da vihanan, gellout a rer laret eo bet impliet mad o arc’hant.

E tu-hont d’ar c’hamcho ha d’ar zalio braz ac’h er enne ’vit dibri, pe ’vit skrivan, pe ’vit ober eun diskwiz, e zo aman eur chapel vraz hag eur chapel vihan : homan ’zo savet enni eur vreuriez a neve zo ’vit diboanian an anaon : enni, dreist-holl, e plijo d’imp mont da gauzeal gant an Aut. Doue.

Kentan læc’h en em gavomp holl unaned ennan eo ar zal da dibri : eno eo servijet meren d’imp war-dro eun heur.

Komzet d’in euz eur pred ’vel heman ha ’vel ar re hon deuz da gemer aman. Nan eo ket avad ar meujo a ro d’ean e dalvoudegez : daoust d’ar c’hig da vean auzet gant gouiziegez, koulskoude e stourm a-wejo ouz ar c’hos dent, gant a zech ec’h eo. Ha neuze, d’ar c’houlz-man euz ar bla, na ve ket kavet aman a gik loue ; bevin ha maout bep pred. *Dam c’hoant am euz da laret an euz greet an Tad pourveer ’vel eur burzud p’an neuz gellet danzen da dri c’hant pautr, epad dek de, peadra da dibri e giz an Europ. Nebeutoc’h a reuz an nije bet, mar hon dije debret e giz ar Siri : aman e tebrer nebeud a gig. Freuz, treo bleudennek ha bara a ve a-wejo savet heb goell ha poac’het dindan al ludu, setu bevanz tud ar vro-man ! Ar gwin ’zo difennet d’ar re a heuilh lezen