Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —

da laret eo « ti neve », en italianek ; dalc’het eo gant menec’h sant Fransez.

Aboue dek ’la zo m’eo digor hini Tado an « Assomption », e plij muioc’h d’ar Fransizien en em dennan enni, en *damani m’eo an Tado-ze euz Bro-C’hall i o-unan. Sant-Franseziz, int, a zo, ar peurvuian, euz an Itali, ’pez na vir ket oute d’ober digemer mad da gatoliked ar broio-all.

Tost da dri c’hant ec’h omp ha, koulskoude, e zo en hon hostaliri lojeiz frank evidomp holl ; ha lojeiz kaer ! Mein menerez a liou gwenn a zo oc’h ober anei, hag i