Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —

Ha breman war rauk ken a yudo. Red mad eo mont buhan, rak eun hanter leo ’zo d’ober evit kas anomp d’hostaliri Itron Varia Frans, ha c’hoant ’zo gant hon Arabed da zistrei d’ar gar evit hadkargan : ’benn eun hanter heur aman ec’h erruo an eil tren gant ar peurrest euz ar belerined.

Da zisken a zo da gentan, da zevel goude, n’euz forz ! Bepred ec’h eomp d’ar pevar lamm ru, daoust d’an hent da vean digompez. Goaz d’an toucher na dec’ho ket ’n hon rauk. Linket ’vo e gezek, linket ’vo heñ e-unan gant begen ar skourje, hag, evel-se, e tremenfomp anean evit tapout ha tremen eun all.

Poultr a zav d’ober eur voren en-dro d’imp. Memez tra, na guz ket ouzimp mogerio kær, a hedomp penn-da-benn en tu ar c’huz-heol. Eul loden euz ar gær neve a dreuzomp, hep mont kammed ’barz ar gær goz, a zo diabarz ar mogerio.


————


II


Ti-disken Itron-Varia-Frans. — Ouz taul.


Kouent Itron-Varia-Frans a zo e-mæz ar gær gloz, etre an hanter-noz hag ar c’huz-heol ; eno ’tleomp bean digemeret.

Eur gouent-all a zo c’hoaz en Jeruzalem, ec’h hall ar belerined disken enni evel en eun hostaliri : Kasa Nova,