Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —

Kent disken euz ar c’halvar e lakan ma dorn ’barz ar faout a droc’haz ar roc’hel pa varvaz hon Zalver ha pa grenaz an douar : eun desteni ouspenn evit diskouel eo gwir ’pez a zo skrivet en Aviel.

Seblantout a ra d’in e chomfen aman da bedi ’hed eun heur pe diou hep kaout hir an amzer. Mes eul læc’h santel-all am euz c’hoaz da welet diabarz an iliz : al læc’h m’eo bet kavet ennan kroaz hon Zalver.

A-dre d’ar c’halvar eman, en tu ar c’huz-heol, da laret eo, en tu enep d’ar Be Santel. Da zisken a zo kalz evit hen kaout, o vean ma oa bet douaret ennan kroaz an Autro, gant kroajo an daou laer.

Deut eo da vean eur chapel, a zo goestled da zantez Helenan, mamm an impalaer Konstantin. Hi eo a reaz, ar blavez 326, tri c’hant vla goude maro Jezus, ober eun enklask endro d’ar c’halvar, c’hoant ganti da c’hout ha na vije ket kavet eno e groaz. Fe vad, dizoloan a reaz he zud an taer groaz. Mes netra na diskouee pehini anê ’oa hini Jezus. Petra ’reaz neuze eskop Jeruzalem, sant Maker, nemet stokan ’nê da gorf eur wreg varo, bep-hini d’he zro. Ouz an diou gentan, re al laeron, na reaz ar c’horf van e-bed. Mes an daerved a lakaz ’nean dioustu da hadvevan.

Hep mar e-bed honnez a oa hini Jezus-Krist.

Adalek neuze e tifennaz Konstantin stagan ouz kroajo an dorfetourien kondaonet d’ar maro. Larout a reaz zoken e vije red *hiviziken sellet ar groaz ’vel ar brasan merk a enor, ha hi na oa kent nemet eun dra a boan hag a zismegans.