Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— XII —

« Ma Beach Jerusalem » a zo great ker koant ganeoc’h ma savo c’hoant gant meur a hini eus ho lennerien da vont du-ze. Ar re n’hellint ket ober an dispign pe gouzanv ar skuisder a gompreno (da vihana) skleroc’h iviziken doare ar beg-douar a zo bet test eus bues ha maro Hor Zalver.

Evidomp-ni, va mignon ker, hag ar re a ielo var ho lerc’h d’an Douar Santel, a lavaro a-unan ganeoc’h a greis kalon : « Unan eus ar grasou kaera a c’helle Doue ober d’in, ’oa guelet ti ha bro an Ao. Doue. Kentoc’h mervel, eget ankounac’hat ac’hanoc’h, Bro Zantel Jerusalem ! »

Ra guezo varneoc’h ha var ho levr bennoz an Ao. Doue.

D’eoc’h a greis kalon,


KERJEAN,
person[1].


Lampaul-Guimiliau an 8ed a viz Mae 1903.


————
  1. An aotrou Kerjean a zo person e Sant-Marzin Montroulez, abaoue an deziou divezan a viz goueren 1903.