Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— XI —

drus, n’int ket marellet gant ar bleuniou koant evel ma oant d’ar mare-ze. Bro Jerusalem n’eo mui hirio ar vro venniget ha pinvidik a rede enni al leas hag ar mel ; milliget eo bet gant justis Doue abalamour d’ar goad a zo kuezet varni. Mes ar fount, ar vein, an douar a zo eno c’hoas, ha warno Jesus a zo tremenet gant e dreid noas. Ar c’horn ze euz bolz an nenv, digoc’hen epad an deis, steredennet epad an noz, eo al leac’h ma save Jesus, noz deis, e zaoulagad krouet war zu e Dad a zo en nenv, du-ont dreist an oabl glas.

Eas eo d’eoc’h brema, pa lennit an Aviel pe ar Skritur Zakr, kompren ha guelet freaz dirazoc’h an Den en deus bevet epad tri bloas ha tregont er c’horn douar-ze evit ho savetei ha savetei an oll dud. Eas eo d’eoc’h beva e sonjou ar feis gristen.

En ho levr « Ma Beach Jerusalem », c’hui a skriv ker piz ha ker sklear kement kamed ho peus great, kement tra ho peus guellet ha kement sonj a zo deuet en ho speret, ma c’hell ho lenner guelet ker sklear ha c’hui ar Vro Zantel.

Konta a rit d’eomp en ho levr pegen koant eo tremen var vor etre an Itali hag enezen vraz ar « Sicile ». En eur vont, o velet taol tagad dudius kear a « Messine » gant an touriou tan hag ar goulaou skedus a lugerne var ribl troidellus ar mor sioul, eur belek eus eskopti Roazon a lavare d’in : « Oh ! peger kaer eo ar veach-ma ! Me a lavaro d’am zud lakat arc’hant a gostes da zont ama. — Va mignon, eme dezan, petra a leveroc’h ’ta pa vezo an Douar Santel dindan ho treid, pa c’hello ho taoulagad para var ar c’hraou m ’eo ganel hor Zalver, var ar bez m’eo bet lakeat e gorf maro, pa c’hello ho muzellou staga var mein Gethsemani ha karrek ar C’halvar !!! — ’Meus aoun, c’hui, emezan, a zo o tizrei evit an eil gweach d’an Douar Santel, — Ya. — Mad, emezan, me ’zonj e rin eveldoc’h ; ha n’am ezo ket avoalc’h gant eun dro da velet traou ker kaer ha ker c’huek. »