Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— X —

kaer, skrivet gant ho pluen drant ha skanv, en ho yes karet, marellet gant skeudennou koant.

Me ’zonj o devezo joa, goalc’h o c’halon.

Ober a reot, ouspen, eur vad dispar d’ezo.

Eun dra vraz a vanke da gals a Juzevien a veve en amzer Hor Zalver Jesus-Krist : ne gredent ket ’oa Doue an den-ze a velent dalc’h mad dirak o daoulagad, o ren eur vues santel, hag oc’h ober miraklou a ziskueze ervad goulskoude ’oa Mab Doue, Doue evel e Dad a zo en nenv.

Ni, kristenien katolik, a gred stard hag a gompren mad Hon Zalver benniget a oa Doue. Mes na gomprenomp ket kouls ’oa den ives, hag en deus bevet bues an dud, hor bues-ni, en eur c’horn douar a zo pell dious hon hini ha dishenvel dioutan.

Kredi e reomp a dra-zur ’oa den eveldomp ; mes ne gomprenomp ket avoalc’h peseurt mad den ’oa ha pe doare en doa da veva. Gouzout an traou-ze a zo c’huek d’an oll.

C’hui, va mignon, ho peus guelet doare an dud du-ont hag o gisiou. Eno, ar c’his a jench nebeutoc’h eget en hor bro-ni, Breizis. Ar merc’hed a zo goloet ha paket o fenn hag o bleo hirio ken deread hag en amzer ar Verc’hes Vari. Ar zae a zo endro d’ar voazed a zo kel ledan ha ken modest hag an hini a c’holoe Hor Zalver. Meur a veach, marvad, o velet ar vugale gant o zammik sae hag o bleo rodellet, ho peus gwelet en ho sonj ar Mabik Jesus.

An douar dreist-oll na jench ket… hag an douar-ze ho peus breset eo an hini en deus harpet izili tener ar Mabik Jesus e Bethleem.

Bethleem, Jerusalem hag ar c’heariou-all a zo atao, var nebeut avoalc’h a dra, ar pez ma oant en amzer Jesus. Ar menesiou, an traoiennou, ar parkeier a zo ar memez tra, nemet n’int ket goloet gant ar guez glaz hag an drevajou