Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LIZER PAERONIAJ


SKRIVET D’AN AOZER GANT AN AO. KERJEAN


Person Sant-Marzin Montroulez


————


Va Mignon ker,


Ama, ganeomp-ni, Leonis, ema ar c’his gant ar vugale da vont var an hent, eur pennad eus ar ger, da c’houlen lodik eus ar pardon digant ar re a vez bet o pardona. Gweach ma tapont eun aval pe eur beren, gweach eur vetalen pe eun dizenez[1]. Gant an dra-ze e ve kement a lorc’h enno, pe dost, evel ma vichent bet o-unan o pardona.

Eur galon vad a Vreizad, evel maz eo hoc’h hini, n’helle ket mankout da zonjal en ho kenvrois ; hag, o vont da bardona el lec’h santella a zo var an douar-ma, c’hui a zonje digas lodik eus ar pardon d’ar vignoned a oa chomet er ger.

Ho sonj genta a zo bet ranna ar vad ho poa dastumet en ho peach santel en eur gazetennik goant hanvet Kroaz ar Vretoned, Ar vignoned a gave eno eur begadik bep sizun da zuna, Mes ar begadou-ze n’oant ket founnus avoalc’h da derri naoun o c’halon gristen ha breizad. Goulennet o deus diganeoc’h

histor Ma Beach Jeruzalem, n’eo ket tam ha tam, mes en he fez, en eul levr. Hag e kinniget d’ezo hirio eul levr

  1. Eur chapeledik a zek greunen.