Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/15

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



ALIO D’AL LENNER


————


Al lever-man a zo bet skrivet ar peurliesan herve doare komz Bro-Dreger. Koulskoude eo bet auzet ennan pep tra en *hevelep doare ma c’hello bean lennet hep poan gant Leoniz ha gant Kerneiz. Gant ar Wenedourien, avad, na laran ket : re dishanval eo o *yezik diouz an tri yezik all.

Evit dont a-benn euz e daul an euz bet impliet an auzer eun doare skrivan a ziskoeo anat da bep lenner penauz e tleo lenn, herve giz e vro, an *iskisan euz al lizerenno.

w a ve lennet : en treger ou ; — en Leon hag en Kerne u warlerc’h g ha k ; e-læc’h all v.

æ a ve lennet é pe gentoc’h ê en Treger hag en Kerne ; — ea, ae en Leon.

au a ve lennet ô en Treger hag en Kerne ; — ao en Leon.

’N eur skrivan er c’his-se e kemeran skouer diwar an autro Emile Ernault, kelenner a lizeradur geltik, en skol-veur Poitiers, eun den a ouiziegez, mar zo, ’vit ’pez a zell ouz ar brezonek.

E lever divezan, Gwerziou Barz ar Gouet[1], a zo skrivet er c’his-se. N’am euz ket ezom da laret e zo ennan treo brao ha brezonek c’houek.

Eun draik bennak c’hoaz diwarbenn an doare da lenn.

g hag s na vent nepred laret evel j ha z. Koulskoude Tregeriz ha Kerneiz, pa gavfont er penn kentan euz eur

gir al lizeren s hag ar *vogalen d’he heul, a c’hello laret

  1. E ti Prud’homme, en St-Briek.