En hon c’hichen, war hon dorn kle, eo troc’het ar blenen gant gwele goullou eur *froud. Da vare ar glaveier, e ve karget a zour, mes, pell ’zo, eo dizec’het. Ar vein a ruilhe a zo berniet digompez du-man ha du-hont, hag, en o zouez, e vout louzo ha yeotenno treut treut a ve peuret gant ar *chatal.
Deñved du ha zaout a welomp a vagado braz, ha seblantout a reont kaout da beuri o goalc’h ; koulskoude, da wir, na dle ket bean dru ar boed na hir ar jech evite. Na vefomp ket souezet, pa vo roet d’imp deuz o c’hik da zibri, mar ve sec’h, lerek ha diæz da chakat.
Da c’hortoz tanva kik ar vro-mam, e tebromp war-dro deg heur hon hadlein : eur c’hropad rezin, eur begad bara ha, ’vit hen sikour da zisken, eur bannac’h gwin. Daou pe dri euz ar belerined yaouank a dremen en hon zouez evit hon serviji : æzet eo d’ê mont euz an eil bagon d’eben, rag bean ’zo eur pont etreze.
Breman, pan eo hadnerzet hon c’halon, e kanomp gant levenez an Ave Maris Stella.
’Benn eo achu, e seblant hon zren bean æt chouk en eun toull don. E bep tu d’imp, eun dosen a zav a-bik betek pevar pe bemp kant metr : an hent-houarn nan eo nemet eun troc’h græt ’barz koste unan anê. En traou, dindanomp, e teu o zreid da stokan ouz gwele goullou an Ouad-Sary, a hedomp ’boue plenen Saron.
Breman n’euz ket ennan eul lommik dour, mes tremenet ’neuz drezan *livadenno spontuz o deuz helpennet ar vein an eil war egile. Treo-all n’o devoa ket da helpenn, o vean n’euz aman na ti na gween. Mein, avad, a zo e-leiz ; na wel an nen nemete, mein ouz troad pep