Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —

tosen, mein en he c’hrab, mein war he c’hriben. Kaout a rey c’hoaz an Ouad-Sary peadra da ruilhal epad kalz a vlavejo.

Fe, beteg-hen an euz bet labouret aoalc’h : heñ an euz bet kleuzet an draouien striz-man. Hag, en e gonnar, n’an euz ket gouveet digori, en e rauk, eun hent eün : ’vit heman bepred, a zo ennan meur a gildroen.

Marvad ive, n’an euz ket bet da dibab : pa gave ar roc’h kalet dirakan, e troe diwarnan hag o klaske eul læc’h goakoc’h evit tremen. Deut eo a-benn da doullan an dosen hag eul loden euz ar blenen. Mez n’an euz ket gallet kleuzan e wele betek ar mor. Goude bean bet trec’h war ar vein ar c’haletan, eo bet trec’het, heñ e-unan, gant an træz a ra eur gouriz ledan d’ar mor, tost da Jaffa. Eno eo bet lonket bep pla bete breman, hag eno e talc’ho da vean lonket. En em zilan ’ra neuze a-dreuz d’an træz, kement ha ken bihan ma teu da gouean er mor Kreizdouarek.


————


VII


Eur garavanen. — Ouigel a ouigel !… — Gar Bittir.


An dour-ze na deu ket euz Jeruzalem, a zo war *zinaou ’trezek ar mor Maro, ha, koulskoude, e tiskenn euz an tu-ze ; an draouien an euz kleuzet a gas eün d’ar Gær