Breman, sur mad, e teu envor d’ac’h euz an troio kamm a reaz d’ê meur a wech. An hini vilan anê a oa devi d’ê o ed. Ha c’hoaz hen reaz en eun doare fentuz : stagan ouz losto tri c’hant louarn *torchado tanet, ha rousin enne, ha leuskel ’nê a-dreuz da dachenno ed ar Filistined.
Ar Filistined a reaz brezel aliez d’an Hebreed, da laret eo da bopl ar gwir Doue, a oa perc’hen da Jeruzalem ha d’ar vro tro war dro.
Neb an euz c’hoant da c’hout dre belæc’h ec’h ænt di, nan euz nemet hon heuilh ; mont a reomp dre ar memez hent hag i.
Tremenet ganimp kær Lydda, e kavomp unan vrasoc’h : Ramleh. Rei a rer amzer d’imp (5 munut) da vont da welet he bered a zo ’stok d’ar gar hag a zo enni mein-be evel ’n hon re-ni, nemet war an daou benn e zo, ’n o zav, daou venik moan. Digas a ra ar re-man sonj an nefoa an den maro daou æl, eun æl mad hag eun æl fall ; an dra-ze e tle eur Muzulman mad hen kredi.
Goude Ramleh n’eo ket ken kompez ar vro ha ma oa arauk. War zav ec’h a muioc’h an hent ; tosenno a welomp en daou du d’imp, pell-pell.