Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —

an dachen, n’euz forz pelæc’h eo bet moustret an douar. War al leur-ze e ve astenned an ed. Neuze, e læc’h fustan ’nean gant gwalinier freilh, evit hen dihadan, e laker zaout da gerzet warnan. O vean ma ve kraz an ed, na ve ket goall bell treid al loened o c’houllonteri an toc’had.

Ar plouz a vo drailhet ’benn neuze ; mad e vo, koulskoude, da vean debret. Ar *c’hanvaled, dreist-holl, a rey o bleud gantan. Pac’h efont en tu-bennag gant eur zamm, e vo laket war c’horre eur zac’had pailhur. Digoueet koulz an dibri, e kluchont war an douar, hag e laker gouk ar zac’h tost d’o geno ; d’ê breman da jechan war ar pez a zo ebarz ’vel ma karfont. ’Deuz ket ezom da c’hortoz kerc’h pe foenn evel hon autrone a gezek. Dour zoken na vo ket. Gwir eo nan int ket sec’hedik ha mad eo ze ’vite, rag neblæc’h, koulz laret, na gavfent er vro-man peadra da derri o zec’hed. An Autro Doue, a ra mad kement a ra, an euz laket da vevan en pep bro al loened a *zere outi.

Eur gir breman war gompezen Saron emomp o treuzan breman. Fonnuz eo da rei ed ha hei. Hag a viskoaz eo bet mad da ze. Eur blavez, avad (gallout ’ra bean a ze tri vil vla bennag), na renkaz ket al labourerien kemer kalz a boan ha ’n em drailhan ’vit dastum o ed : toc’haden e-bed da dic’hreunian na zoken plouzen e-bed da droc’han. An tan, eur skubelen garo mar ’zo, an nefoa skubet an ed pa oa o vont da darevi.

Na vefet ket souezet a ze p’am mo laret d’ac’h e oa ar blenen-man neuze d’ar Filistined hag e veve d’ar c’houlz-ze tost d’ê Samzon, o enebour.