Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

Prest goude bean gwelet ti ar « pacha » (an hano-ze a roer da rener kær) e kavomp ar gar.

Oh ! gar Jaffa, n’eo ket, eun dra kaer ha *mistr, hag ar bagonio ac’h a d’hon digemer n’int ket bravoc’h. ’Vel emaint, emaint. Re evuruz omp o kaout anê ’vit drouk-komz dioute.

Daou dren a gaso anomp da Jeruzalem hag a gwitao, unan anê d’eiz heur hanter hag egile da nav heur. Staget int bet evidomp a-*ratoz-kaer, rag da c’houæc’h heur euz ar beure ha da div heur euz an enderv eman koulz an dilæc’h evit an daou dren a zav bemde da Jeruzalem.

Me ’zo da vont en-dro gant ar *strollad kentan. Dre-ze e kemeran ma læc’h abred. A-boan eo bet d’in bean azeet ennan, ma teu eun Arab da lakat dindan ma fri, dre ar prenestr, eur banerik hir ha moan, leun a rezin melen. Fe vad, hep chom d’ober ardo, e kemeran ’nei dioustu hag e roan ’viti ar pez a dek kwennek a c’houler diganin.

Ha, sur mad, n’am euz ket d’en em glemm ; pemp pe c’houæc’h pikol kropad ’zo er baner, braz pep-hini anê ’vel daou pe dri euz re hon bro. Ha c’hoaz int nebeut a dra e-skoa ar re a vije gwelet aman gwechall. En amzer Moizez en em lakent daou den a-wejo evit dougen eur c’hropad hepken.

Eur zell ive, ’rauk diskoilhan, war bautred an hent-houarn. Gwisked int, war bouez nebeud a dra, ’vel tud an Europ, nemet o deuz war o fenn eur bonned mezer ru. Arabed int, ha, koulskoude, ar gompagnunez ec’h eo d’ei an hent-houarn, n’euz enni nemet Gallaoued. Gant arc’hant ar re-man eo bet græt an hent-houarn.