Ha nebeud a c’honeer gantan bete vreman : ken diæz eo d’an Arabed *divoazan deuz an doare da vevan ha da veaji a oa, breman ’zo mil ’la, hag ouspenn, hini o zado koz !
Tri garrad tud hepken an euz hon marc’h du da jechan war e lerc’h, ha c’hoaz an nevo traoalc’h d’ober. N’eo ket krenvoc’h evit ar re a stager war drenio Pempoul ha trenio Kerahez, hag an hent a zo war zav penn-da-benn pe dost.
Divalo ’ta eo e gerzet. Gwell a ze, ’n eun doare : muioc’h amzer hon defo da zellet ouz eur vro a zo neve ’vit an darnvuian ac’hanomp.
Kentan tra a vrao a welomp eo liorzo Jaffa. Golo ’reont ouspenn kant devez arat douar ha bean ’zo enne gwe *aouraval, gwe sitrons, gwe mouar, gwe palmez hag all. Kaer war gaeroc’h ec’h int ha glaz gwer en despet d’an heol a dom aman da boac’hat trevajo an douar. Mes al liorzo-man a ve douraet kazi bemde evel e ve douraet ar prajo en hon bro Breiz-Izel, ha gwelloc’h. Bean ’zo aman ruzulenno da gas dour ouz troad pep planten ha gwelout a reomp an dour o redek enne.
3*