Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —

disket d’ê ive al lezen gristen. Ar re-all, na glasker, e nep giz, pa ’c’h int c’hoaz bihan, o distagan euz o fals-kreden, daoust d’o zud.

Roet e ve ar skol evit mann. Peadra, kwita ? da lakat anoc’h souezet, lennerien ger ! Daoust penauz e c’hall neuze o mestro hag o mestrezed bevan ? Ma fe vad, gant an aluzenno a ro d’ê Breuriez ar Fe hag ar gristenien vad, ha gant eun tammik arc’hant an euz roet d’ê, bep pla, gouarnamant Frans, bete vreman : marteze, eur bilhet a vil lur da bep ti-skol…

Skrivet am euz « bete vreman » ; rag er Senat hag er Gampr ec’h eneber breman kement eneb hon relijion, ken am euz aoun na rofe ken Frans gwennek e-bed *hiviziken da skolio kristen ar Zav-heol, war digare ec’h int dalc’het gant leaned ha leanezed.

N’hello ket ar skolio-man neuze, a dra zur, chom en o zav, nemet dont a rafe d’ê skoazel euz a læc’h-all. Bro-C’hall n’he deuz aman skol-all e-bed ; ar mestro hag ar mestrezed skol laik a gav re boaniuz pleal aman gant o micher, hag ec’h eo gwelloc’h gante chom en o bro. N’euz ket læc’h da c’hourdrouz anê ’vit se. Petra bennak n’int ket, ar peurvuian anê, euz an dud n’o deuz na bugel nag *ursel : dimezet int ha dre-ze na ve ket mad d’ê mont da dismantr yec’hed ha bue en broio ha nan int ket goall yac’huz. Mes, da vihanan, pa gaver leaned ha leanezed a volante vad da derc’hel o læc’h, petra a virfe da rei skoazel d’ê ?

Ouspenn o zi skol, o deuz leanezed sant Josef eun hospital a doug hano sant Louiz. Eun hano binniget aman gant an holl ! N’ankouaer ket ar vad a reaz ar roue