Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 93 —

santel, er vro-man, dreist-holl en Jaffa, pa deuaz di da goulz e groazadek kentan (1253). Neve zavet eo ar c’hlanvdi-man ha, koulskoude, e zo ebarz klanvourien e-leiz. Aman e lezfomp an Autr. Jozef Holvek, ar pelerin a zo bet klanv war al lestr ha nan eo ket c’hoaz yac’haet.

Ni, a drugare Doue, a zo yac’h ha diskwiz ; ha dioustu hon deuz da dic’hourdan hon diouhar. Ober ’rer d’imp pignal war leur-doen ar c’hlanvdi. Ya, er vro-man, an tier, e læc’h bean goloet gant mein glaz pe deol, e zo warne eul leur simant. Homan, gwelloc’h evit eun doen, a harz an domder da vean santet en tier. E tu-hont da ze, an dour glao a goue warni, a roer tu d’ean da zisken en eur seurt puns hanvet « sitern », don ha ledan, a zo bet kleuzet dindan an ti hag a ve miret ennan dour.

An dour-man a ver rekouret gantan, en *damani n’eo ket stank dre aman an andonio nag ar goajo glao.

Euz leur-doen ar c’hlanvdi e welomp kaer Jaffa a-bez, al liorzo brudet hon devo da gomz anê heb dale, hag ar mor Kreizdouarek a zo du-hont, sioul ha glaz-du, o luskellat hon lestr, an Itron-Varia-Zilvidigez. Gant e vanniel ru-gwenn-glaz hag ar groaz ru a zo war e siminal gwenn, eo æzet e anaout e-touez ar pemp pe c’houæc’h batimant a zo en haor. Ha neuze, hiroc’h eo evit ar re-all.

Ec’h a da diskwizan enon fete, hag, adalek arc’hoaz, e *heor e kroec’h adarre ! ha ’trezek Beyrouth, da gas ha da gerc’hat marc’hadourez. ’Benn hon distro, e vo adarre en haor, prest d’hon adkemer ; græt an evo, evel-se, daou daul gant eur men.

War-du ar zav-heol e tiskoueer d’imp evel eur *zeien