Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —

Ar bautred yuzev a vije diæz aoalc’h d’anaveout etouez ar Vuzulmaded hag ar Gristenien, panevet o deuz eur fri hir ha kamm, hag, a bep tu, eur guchennad vleo a disken ’hed o *ividik. A hent-all, evit o dilhad, e heuilhont giz ar vro. D’ar gouelio, koulskoude, ec’h int kempennet kaeroc’h : bean o deve neuze eur porpant hir græt gant voulous luc’h ha, war o fenn, eur bonnet kroc’hen blevek, an eil hag egile treo a dalvoudegez vraz. Æzet eo gout n’eo ket arc’hant a vank d’ar re o doug.

En Jaffa ’vel e læc’h all, ec’h eo ar Judevien ar pinvidikan. Al loden vraz euz ar c’honverz a zo etre o daouarn. Na n’euz ket, avad, kement anê hag a Vuzulmiz, na tost : ar re-man a c’hell bean anê eun daouzek mil bennag, war-dro an hanter euz tud kær. A geñver d’ê e zo pemp mil Yuzev ha c’houæc’h mil kristen. Arabek a gomzont holl, nemet eun Turk bennak a gomz evel ma komzer en Konstantinopl ha, c’hoaz, o *yez n’eo ket goall dishanval deuz hini an Arabed.


————


III


Skolio kristen Bro Siri. — Klanvdi Sant-Louiz.


E skolio ar « breudeur » hag ar « c’hoarezed » e tisker d’ar vugale lenn ha skrivan, hag ive komz gallek, An emzivaded hag ar re a ve bet dilezet gant o zud a ve