Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —

ha sonn o fenn dindan o zamm freuz, o deuz a-wejo kalz a neu gant ar ouel wenn ha hir a disken war o chouk : eur gwiskamant ’vel an hini e ve roet d’ar Werc’hez Vari en he skeudenno.

Evel-se eo gwisked ar fellahezed, da laret eo ar merc’hed a renk izel.

Ar re-all, da vihanan ar re vuzulmad hag ar re gristen, n’eont gwech e-bed e-mæz euz o zi hep bean ’vel paket a-bez en eur vantel wenn a goue, euz araug hag euz adre, adalek o fenn betek o zreid. Eun tammik mouselin pe lien tanau-tanau o deuz zoken dirag o *dremm evit he c’huzan.

An holl verc’hed yuzev a ve dispak gante o dremm ; evel-se int æzet da anveout e-touez ar merc’hed-all a renk uhel.