Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —

c’holo d’ê o chouk hag o diskoa. Darn-all, e læc’h ar zæ hag ar vantel, o deuz eur gwiskamant henvel ouz hini ar « zouaved », da vihanan ’vit ’pez a zell ouz ar gwiskamant dindan : eur roched hir-hir tronset izeloc’h ’vit o daoulin e stum eur brago ledan ; warni eun tamm sæ skanv ha moan, faoutet a bep tu a-geñver an daoulin, evel losten eur roched. Dont a ra breman zoken ar re ’zo gwisket er stum-ze da gemer war o zæ skanv eur porpant hir, ar porpant a douger en Europ.

Neuze, avad, ec’h int dizneu, dreist-holl pa ve gwelet en o c’hichen pautred ar zæ ledan hag ar vantel hir. N’oufet gwelet neb læc’h tud kaeroc’h gwisket evit ar re-man, ma na vije ket war o c’hein, ar peurvuian, driulho louz ha hanter vrein. Komz a ran, dreist-holl, euz ar Fellahed, da laret eo euz ar vicherourien hag euz an dud diwar ar mæz.

Ar re-man a gavomp kalz anê war hon hent, pa hon deuz tapet eur ru neve, eur ru ledan a gas da leur ar marc’had. Euz ar mæzio e teuont hag emaint o vont da glask gwerz da bep seurt tammo treo ; freuz dreist-holl a welan gante ha koat gwriennek ; ar freuz e-barz manio hag ar c’hoad e-barz seier pe rouejo. Karr e-bed, avad, evit dougen o marc’hadourez ! sammet o deuz anei war gein *kanvaled pe ezen. Darn a zo hag a doug anei war o chouk pe war o fenn.

Gwelet e ve liesoc’h a blac’h evit a bautr sammet : er vro-man, ar goasan d’ober a ve dalc’h-mad evit ar merc’hed. Hag arabad eo d’ê c’hoaz en em glemm… pe anez ! Emeint, koulz laret, dindan dreid ar bautred.

Gwisket paour ec’h int, Ha, koulskoude, reud o gouk