Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —

Mar gomp deut da welet homan, eo ’vit kerzet, ni hon-unan, e læc’h ma kerzaz, ’læc’h ma kouskaz gwech-all sant Per ha læc’h e welaz, dre e gousk, treo burzuduz. Deuet e oa, galvet gant ar Spered-Santel, da welet Simon ar c’hivijer a oa o chom aman. »

Poan hon deuz o kredi e c’hell ar Vuzulmaded (diskibled Mahomet) sellet an toull vil-man evel ti Doue.


————


II


Jaffaiz : piou ec’h int ; penauz int gwisket


Koulskoude, pa daulomp ple, goude bean æt e-mæz euz ar voskeen, d’ar re a ya da bedi enni, e kavomp eo kaer aoalc’h evite. Daoust d’ê da vean korfet brao, an neuz an nen ’vel heug ha rukun o sellet ouz meur a hini anê gant a louz ec’h int, gant a vil ec’h int gwisket.

Na damallan ket ze d’an doare o deuz d’en em wiskan, Darn anê, sonn a-benn, ha d’ê eur c’haer a varo du, o deuz neu da dougen war o fenn an « tarbouch » eun tok mezer ru, moanoc’h euz kroec’h evit euz traou, pe an « turban », eur sort lien pleget a lakont d’ober diou dro d’eur bonnet plad. Gant neu ive e tougont eur zæ lausk a disken d’ê betek o zreid, starded a-geñver o c’hof gant eur gouriz ler : war o zæ eur vantel hir a