Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Braz - Tro Mari-Job ar Gergeno.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Ha kerkent hag hen da stouin d’an douar dirak ar bé. Ha ec’h arriaz neuze eun dra euzuz, eun dra abominab da laret. Tamm ha tamm a zavaz ar men war unan he gosteïô, memes-tra vel pa vije bet golo eun arc’h a vijè, ha Mari-Job ar Gergéno o tond d’eï war he bizaj eur c’houézaden ién, c’houézaden ar maro, ha hi o clewed dindan an douar eun drouz ponner, vel pas stok an arched en fons ar bé ; ha hi da laret n’eur grénan gant ar spont :

— Douè da bardona ’n Anaon !

— Daou ine c’heuz dilivret er memes tôl, a laras n’he c’hichen mouez éguilè a oa reut ’n he za breman, ha chanchet tout, vel pa na vije ket bet ar memes hini, evn he gorf ganthan, ha deut brassoc’h a greiz tout da wéled. Met pa sellaz Mari-Job da gad he visaj, Jesus ma Doue, na oa fri ’bed na daoulagad ’bed ennhan.

— N’ho pet ket aon, Mari-Job Kergéno, éméan ; michans peuz clewed comz gwech all, gant ho tad, deuz a Vathiaz Karvennek, rak camarado oamp pa oamp iaouank ; ha pa gouejomp hon daou d’an tenna, Patris Paskio ha me, e teuas gant ar bôtred all da gass anomp bete beg ar c’hra. Se oa coulz an Napoléon Coz. Digwéa rez d’imb béa kasset d’ar brézel er memes rujumant. Patrîs a dapaz eun tenn, ’n em c’hichen, hac hen neuze hac o laret d’in, en ambulans : « En dro-man c’hê groet ma jeu. Dal ar pez arc’hant a meuz ha lak interrin anon lec’h vo ezet d’id goud pelec’h, abalamour d’id, ma chommes bew, da gass ma rélégo ganit d’an Enes-Veur, wit ma voint interret gant ré ma zud en douar ma farrouz. » Calz arc’hant a néfa, tost da daou c’hant skoet. Laket riz ober, ’vel néfa laret d’in, eun toul espres ewit-han, met, tréménet an amzer, achu ar brézel, ha zinet ma c’honje, setu me ken joaüz ken a ankouëiz ar pez a oa bet kéménet d’in gant Paskio, hag o tond d’ar gêr hep-han, goude béa touet mad diass anéan ganin. ’Benn neuze oa êt ma zud deuz an Enès-Veur hag êt da derc’hel tîégez da Lokémo. Ha mé d’i ganthè, vel just ; hag éno ec’h on bet dimêt d’am zro, éno éman ma bugale, éno iè ec’h on marwet, breman zo pemzek la. Med na oan ket ét mad em bé ma renkiz dont é-mes. Eur glé ’ma da bëa, hac ahann