Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Braz - Tro Mari-Job ar Gergeno.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

— C’hanta ! ’méan, kasset anon bete berred Sant-Salwer.

D’ar verred ? D’ar c’houlz-se noz ! Ma fe, Mari-Job, wit-hi da vea eur vaouez chentil, oa vond da respond d’ean na rajet ket se, fad, met na oa ket ar gir ’n he géno, ma troaz Moji da gad Sant-Salver ’vel pa nije intentet para vankê d’an denik coz. Ha Mari-Job manet battet gant an eston. Arri tost d’an douar binniget, setu oa dior frank ar barrier elec’h béa zerret ’vel en ordinal. Hag ar beajour estranj-man da grial joa !

— Han, ’mean, gwelet a ret a ver o c’hortoz anon. Poent awalc’h a oa, en gwirionè !

Deut oa he nerz d’èan, a c’herwè, rak en dro-man e lampaz prim d’an traou.

— Well ê ze ’ta, ’me Vari-Job.

Ha hi prest da laret d’éan kenavo. Met ret è credin oa éom aneï c’hoaz, rak aboan defa laret, vel éman ar c’hiz, « kenavo eur wech all, » ma respontaz an denik coz :

— Non pas, mar plich ! Breman, pa c’hoc’h deut ganin beteg aman, n’oc’h ket lib da vond kwit a c’han ma mo achu ar pez ameuz d’ober, petraman c’heï war ho chouk ar pez a dougan war ma hini. Wit hoc’h interest a laran ze d’ec’h, hag o véa ma c’heus bet true diwin. Diskennet a lessé ha deut war ma lerc’h.

Mari-Job ar Gergéno, ’vel meuz laret d’ec’h, na oa ket eur plac’h dont a benn aneï, met, deuz ar fesson ma cozéè an denik coz, e santaz a oa welloc’h pléga. Ha hi en traou ’més ar c’har, losket ganthi ar gijo war gein Moji.

Setu aman, ’mê éguilè. Eom a meuz da c’houd pelec’h ê interret an hini zo marw da diwêa en ti ar Baskioët.

— Oh ! ma n’ê met sé, ’meï. Me oa en interramant. Deut ganin.

Ha hi da glask etouez ar méin bé oa éno quaji stok a stok, ha dré ma oa sklêr ar stéred, e cafaz êzet an hini oa laret.

— Heman ê, ’meï, gant he groaz newe flamm. Sellet hac hen na man ket warnhan hano Jan-Yvôn Paskio, groëg d’ar Skérent… Me n’a meuz ket bet a dud da gass anon d’ar skôl da diski lenn.

— Ha me, mê ’n denik coz, zo pell zo aboue a meuz didisket. Gweled mad a vo hag hen ê heman ê.