— Oh ! nann, êméan, ré iaouank a oac’h c’hoaz, pa c’hiz kwit.
— A bell e teuet ’ta, herwè credin ?
— A well bell, éméan.
O véa ma oant arri dremdost d’ann ôd, Mari-Job na gozéaz ken : peadra ’walc’h defa d’ober teurel plê d’ar vouillennô fank ha d’ar gerrek dû a bep costè d’ar c’hoz karden, na oa hent all abed nemert-hi d’ar c’houlz-se. Ha, c’herwè ma zeblante d’eï, ec’h ê ar rojo calz donnoc’h en trêz wit en ordinal.
— Sapristî, ’meï, pa nem zonjaz, mez aon ec’h omp gwall garget !
Couscoude n’ê ket ar pez a gommissionô a defa kemerret en kêr, hag an denik coz aboan ma oa pouez eur c’hrennard dionthan. Ha gant-se oa ret crédin penôz oa ar pez a douge eo a roë kement-se a vec’h. Ha, ’vel just, Mari-Job na oa ket gwall dranquil he speret, nac hini Moji marfad na oa ket iè, rak arri oa bêr an tan ganthan ha buttin rê quaji pop kammed, ha me zo zûr na oa ket warnhan eur vlewen zec’h pa dapaz couscoudè an Enès-Veur. Eno, ’vel ouzoc’h, zo daou hent, unan da dreï a gleï da Zant-Salwer, éguilè da vond war ewn d’ar bourg, lec’h oa Mari-Job o chomm. Pa welaz homan ec’h arretè Moji, marfad wit tenna he alen, hi da laret d’he c’homper coz oa zioul mad ’n he c’hichen (ha credet hardi defa hast awalc’h da weled ’néan êt diganthi) :
— Arsa ! meï, setu nimp en Enès, ma dén ansien. Douè d’ho conduo ’n ho rout !
— Ma, emè an denik (hag hen trist o laret sé).
Hag hen da essê zevel, met kerkent e couéaz adarrê ’n he goazè. Ha ma na oa ket a bouez ganthan, wit gant ar pez a dougê a oa zur mad, rak plega rês adarre ar moël kar, hag adarre oe clewet an drouz plenken.
— Jamès na vin cap, éméan.
Ken trîst a oa o laret ze, ma teuaz calonad da Vari-Job.
— Allo, ’meï, widoc’h da gad fessonio drôl, ha d’in-me da gâd c’hast d’arrioud er gêr, memes-tra, ma zo c’hoaz eun dra bannag c’hon-me cap d’ober aneï ewidoc’h, na c’heuz ken met laret.