Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Braz - Tro Mari-Job ar Gergeno.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

mijè kerc’het Paskio na oa peuc’h abed ewit-hon. Vessé oa compt. Ha me ’ta da wit Paskiô. Pemzek la c’hon bet o valè, adalek kuz heol bete ma kanê ar c’hok, ha c’hoaz a renn war zouz an noziou par an anter hac an anter deuz an anter deuz an hent a mije groet an noziou dispar, ha ganin war ma chouk arched Patris a oa ennhan pouez ar wéen bet o fournis ar plenken d’ober ’néan. Hen eo a glewec’h vesse oc’h ober trouz coat amzer hag amzer. Pénéverd ec’h oc’h bet mad ewidon, c’hwi hag ho marc’h, a ma c’hoaz ouspenn eur bla d’ober arok fin ma finijen. Met breman ma amzer zo peurachu, ha c’houi, Mari-Job Kergéno, Doué bëo anoc’h arôk vo pell. Et d’ar ger war ho peuc’h, hac arc’hoaz laket urz ’n he trew, rak ar veaj-man vo ho hini diwéa, d’ech ha d’ho marc’h Moji. Kenavo ar c’henta er Joaïo.

Na oa ket fin d’he gomz, ma nem gavaz an hini goz hec’h unan ’touez ar béio. Eguile oa disparesset. Se oa just pa oa horloj an ilîz o zon tôlio hanter-noz. Ar paour-kès Mari-Job, scornet he goad ennhi, a hastaz buan mond ’n he c’har, ha d’ar gêr, fé d’am doustek. Pa deuaz an dé warlerc’h Glaouda Gô da gerc’had he butun, oa Mari-Job ’n he gwelé.

— Para ’ta, clan oc’h ? émeï, ’n eur gozéal braw dionthi.

— Ia ’n om fassion c’hon oc’h antren, émè Vari-Job ar Gergéno, ha c’houi zo kiriek ; met ingal ê, coz awalc’h a meuz bewet. Trewalc’h po groet, ewidon, mar keret mond da glask eur bêlek.

An dé-sé varwaz, Doue d’hi fardono ! Ha, péchonch, eur wech interret Mari-Job, a oe ret pleal da blanta Moji, oa reudet he gorf ’n he graou, pa c’hes an dud da wéled.

(Contet gant Annetès Coz, o clask he bara, er Sklerder).