— Para, ’mê Vari-Job, palec’h ’ta ’man ar pez a douget hag a neuz pouar da sponta ’l loëned.
Hen neuze da gommans klemm, ha da laret :
— Ma na wélet ket anéan gant ho taoulagad, ho marc’h a zant anean gant he fri. Goudouzoc’h al loëned a oar aliès ar pez na oar ket an dud. Ho hini na dalc’ho ’n he hent ken na zanto ken anon nag arok d’éan na war he lerc’h.
— Couscoudé, ’meï, n’ man ket ar zonj ganec’h marfad e taleïn-me aman bete vitam œternam. Me meuz eom da vond d’an Enès—Veur. Ha, breman, pa meuz rentet chervij d’ec’h, c’hê d’ec’h ie diskleria d’in para fell d’ec’h a rafen c’hoaz.
— Goull, éméan, n’allan ket : d’ec’h ê da offr.
Biskoaz c’hoaz bete neuze, marteze, na oa bet Mari-Job ken jenet all. Ha da vedîta, vel just :
— Nac arôk, na war lerc’h war an hent ? Na penôs a rin-me ?
Met kerkent :
— Han han ! emeï, pa vefet n’em gwetur, na vefet ken war an hent. Deut ebars !
— Bennoz Doue warnoc’h ! ’mè ’n denik coz. Cad c’heuz just.
Hag hen da dreigna he gorf da gad ar c’har, crommet he geĩn ganthan, ha da bignel ebars gant calz a boan, me lar d’ec’h, hag hen Mari-Job o vouta warnhan diwar bouez he diouvrec’h. Daro oe d’ar mouël plega dindan-han, pa ’nem loskaz da gouéa war ar bank, hag eur strak dionthan, vel pa ve stoket plenken. Eur pôtr drôl, laran d’ec’h, a oa heman. An hini goz nem fourraz n’he gichen, vel ma c’hallaz, ha Moji kerkent d’an drott, ha couscoude na oa ket caër warnhan trottal, memes pa gommanse c’houessad he varchossi.
— Ma, ’mê Vari-Job, wit laret eun dra bannag, hag ec’h ê beteg an Enes-Veur e man o tro ?
— Ia, émè ar pôtr coz.
Rak cozeal zec’h a re héman, pé chonch. Na oa ket drailler cojo, c’herwê, ha pleget he chouk ganthan bopret ha chouchet abominabl, marfad abalamour d’ar bec’h a dougé, daoust para oa.
— Ma, emeï, m’eus ket a jonch da vea nem gad biskoaz ganec’h.