Pajenn:Le Braz - Tro Mari-Job ar Gergeno.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

welè netra. An hent a oa ’vel en ordinal, na den abed warnhan, na tra bed ken neubeut, nemet skeud an torgosso derw ’n ho za aman ha duhont war ar c’hleuïo.

— Allo, Moji ! ’mè ’n hini goz, wit bouta ’nhean war arôk.

Ha hi crigin ’n he vrid. Met setu hen neuze da c’hourignal war bouez he benn, ha da hija he c’houk, ha da reudi he ziouc’har arôk, ha da stourm net. Zur awalc’h renke béa eun dra bannag o c’harz, ha na oa ket naturel. Ma vije eun all vije bet en plass Mari-Job, marfad a vije croget ar spont ennhan. Met ’laret meus d’ec’h oa homan eun assans zorserez has a wiè pe sort jesto d’ober ha pe sort girio da laret, deuz ma vijè an trew. Hi da dapout troad ar fouett ha d’ober ganthan eur groaz war an hent, ’n eur laret :

— Dré ar groaz-man a ran gant ma buegez, me a gommand d’ar pez a zo aze, pe den, pe bara ê, ha na wélan ket anéan, ma laro abeurs piou ec’h ê, pe abeurs Doue, pe abeurs Diaoul.

Oa ket peurachuet he gir ma teuaz eur gomz deuz fons an touffle, hag a laraz :

— Ar pez a dougan eo a zo kiriek ma n’all ket ho marc’h mond war arôk.

Hi da vond, hep aouen, he fouett ganthi ’n he c’herc’hen, da gâd lec’h e defa clewet cozeal. Ha hi o weled éno eun dénik bihan coz, coz, cluchet war he varlocho, mesk ar ieot, vel pa na vijè ket cap da vond kén. Ha ken skuiz a oa da wéled, ha kén trîst, ha ken divalo, ma kemeraz hi true onthan.

— Para, ’meï, na para zonjit-hu, ma dén ansien, o chomm aze vessé, eun noswez ’vel homan, nemet c’hoant a pe da bèrissa ?

— Fé, ’méan, me zo aman o c’hortoz eun ine mad bannag da jikour anon da zével.

— C’hanta, ’meï, n’euz forz para oc’h, pe gorf eun dén, pe skeud eun ine, pe gristen, pe héritik, ingal ê, n’ê ket ajistans Mari-Job ar Gêrgéno a Vo laret vo bet manket d’ec’h.

Hac ar vaouès kez da bléga d’he gâd, ha da jikour anéan da zével ’n he za. Met wit-han da véa tennet ac’hanè, memes-tra chomme krommet he geïn ganthan, vel pa vije bet eur zamm bannag war he ziouskoa.